Distro d'ar Brezhoneg er media

Ar wask

Pour ceux qui ne parlent pas le breton,
on vous a préparé un petit résumé sympa
Amañ e vo kavet un nebeut titourou diwar-benn ar wask abaoe kreiz an XIXvet kantved.
Roll ar c'hazetennou bet embannet, peur, piv a oa en o fenn, h.a.

An XIXvet kantved: ar brezhoneg ret evit kaout lennerien

Kazetennoù bemdeziek:
1833: Mignon al labourer kazetenn divyezhek kentañ.
1886: La Dépêche de Brest kazetenn e galleg
1899: Ouest-Eclair kazetenn e galleg

Gellout a reas an nebeut tud a ouie komz ha lenn galleg e Breizh Izel bezañ kelaouet er yezh-se.

Kazetennoù sizhuniek:
1859: Le Bas Breton galleg, embannet e Kastellin

etre 1865 ha 1875 hag
etre 1876 ha 1884: Feiz ha Breiz hollvrezhonek, 1700 koumanant e oa e 1870. Peizant, breton ha katolik. Klask a ra brudañ soñjou-se war-zu Yann Gouer mod nevez

1888 Courrier du Finistère katolik, gallek-brezhonek, 26 000 skouerenn tennet e 1914 ha 30 000 goude ar brezel pevarzek en e fenn e oa Corentin Le Nours "ar cíhentañ gwir kazetenner brezhonek" a skrive Roparz Hemon diwar e benn

1898-1920 Kroaz ar Vretoned e brezhoneg, krouet gant F. Vallée. Beleien eo dre vras a skrive. Da c'houde e teuas Taldir, Ar Moal ha Bocher.
Ul liamm etre ar soudarded war an talbenn hag o bro c'hinidik. Un doare frealz da gelaouiñ an dud diwar-benn o buhez (lizhiri, testenioù, rentañ kont eus ar Brezel Bras)

1913 Brug kelaouenn Emile Masson divyezhek. Difenn a ra Masson gwirioù al labourerien hag o yezh, ar brezhoneg
An den kentañ e voe Masson e-touez an tu kleiz d'ober al liamm etre stourm ar brezhoneg ha dispac'h ar werin.

1942-1944 Arvor e brezhoneg


  1. An oad aour: e 1913 e oa 13 kelaouen hollvrezhonek ha teir all en div yezh (evel Brug) hep kontañ ar cíhannadigoù parrez. Unan hepken Kroaz ar Vretoned a oa sizhuniek met evit brezhonegerien Aodou an Henternoz nemetken. Ar re all a zeue er maez bep miz pe bep daou viz.
  2. Dre ma oa dic'hallek ar bras eus an dud evit c'hoazh, ha dic'houest ar re a ouie un tamm galleg da lenn anezhañ kenkoulz ha brezhoneg, e oa ret mat d'ar c'hazetennou ober gant yezh ar vro ma faote dezho tapout lennerien ouzhpenn.
  3. War ziskar ez ae ar giziou liammet gant ar sevenadur dre gomz: kontadennou, marvailhou, krennlavariou, pezhiou-c'hoari ha misteriou.
  4. Kannaouennou war follennou-nij a veze trec'h warno kanaouennou ha dansou ker, romantou-kazetenn ha kazetennou kelaouiñ.

Goude ar Brezel Bras: chal ar cíhazetennoù, dichal al lennerien

E-pad ar brezel bras e paouez a embann: Feiz ha Breiz, Ar Vor, Ar Bobl, Dihunamb

Pezh a cheñch goude ar brezel:

  1. Tolpet ar feurmou bihan d'ober atantou brasoc'h
  2. Mont a ra kalz tud e ker pe pelloc'h
  3. An tredan
  4. Ar mekanikou
  5. War nebeutaat ar vrezhonegerien dic'hallek
Neuze:
 
Kazetennou disheñvel o freder diouzh hini ar re diagent:
n'eo ket kouerien emaint o klask dedennañ met keriz war micheriou a spered, a genwerzh.
Yann-Vari Perrot a striv da reiñ ul lañs nevez da Feiz ha Breiz.
Adkemeret eo meur a gazetenn all: Arvorig (1919), Kroaz ar Vretoned (1920), Ar C'horn-Boud (1924)
Met nebeutoc'h nebeutañ a werzh: eus 10 000 (1924) da 1 500 (1939). Tamallet e vez he broadelouriezh gant eskibien e 1926


Kazetennou relijiel a zo:

Kenteliou Sant Frañsez adañvet Ar Vuhez Kristen, Lizeriou Breuriez ar Feiz, Kannad ar Galon Sakr. Brudet e-touez ar bobl et talc'hint e-giz-se betek fin an eil brezel bed pa vo dilezet ar c'hatekiz hag ar prezeg e brezhoneg gant an Iliz.


E-kichen ar wask katolik ez eus:

Buhez Breiz evit lennerien ha n'int ket peizanted. Krouet gant Pierre Mocaer ha Joseph Ollivier, ne vo nemeti a gazetenn rannvroelour etre an daou vrezel. Hendad speredel Brud ha radio Kimerc'h

Dihunamb: katolik he fennadou, rannyezhel he brezhoneg, broadelour he linenn stur à war zigresk

Breiz Atao: kazetenn viziek Unvaniez Yaouankiz Breiz a zeu er maez ingal-disingal etre 1919-44. Renerien "bolitikel ha lennegel": Morvan Marchal hag Olier Mordrel.

Gwalarn: stagadenn drimiziek hollvrezhonek da Vreiz Atao embannet e 1925 gant R. Hemon a zeu da vezañ ur gelaouenn viziek emren e 1930 ha kentañ gwir gelaouenn lennegel e brezhoneg.

Biskoaz ne voe gwerzhet muioc'h eget 1000 skouerenn.

Abaoe an eil brezel bed: un dornad lennerien, ha lennerien desket

Daoust d'an trubuilhou war dachenn ar yezh ha sevenadur ar vro e adsav kazetennou brezhonek:
1945: Tir na n-Og e Roazhon
         Kened

1946: Al Liamm hag e 1948 eo teuzet an teir c'hazetenn en Al Liamm gant ar pal da vont war roudou Gwalarn. Abaoe 1950 e vez embannet eno bep daou viz: danevellou, barzhonegou, troidigezhiou, pezhiou-c'hoari ha skridou all c'hoazh.

1951: Ar Bed Keltiek  R. Hemon

Hag ur bern kazetennou c'hoazh:
Barr-Heol 
Hor Yezh 
Skol 
Ar Vor 
Preder
Emsav
Brud
Skol Vreizh
Pobl Vreizh
Combat breton
Planedenn
Evit ar Brezhoneg
Skrid
Al Lanv
Bremañ 1980
Ololé, Cholori, Talabao, Moutig, An Doere
Yod kerc'h
ar gazetenn gatolik nemeti
yezhoniezh dreist-holl
pedagogel
divyezhek,
E holl e oa 48 kazetenn a embanne mui pe vui e brezhoneg e 1973. Ne chome nemet 26 e 1990.
Eus 17 hollvrezhonek da 10. Hag hini ebet anezho dont er maez aliesoc'h eget bep miz.
Lennerien: un nebeut kantadoù. Koumanantet rak ne vezent ket gwerzhet ar c'hazetennoù er stalioù boutin na dre enkant.

Danvez o fennadou: ar yezh (20%), al lennegezh (40%)
Nebeut a wir geleier
N'eus nemet Bremañ a c'hellfe bezañ ar gazetenn gelaouiñ a vanke. 20 vloaz. 240 niverenn.
En ur vont re brim ganti ez eo aet taol-esae faro Hekleo d'ar c'hleuz

N'eo deuet a-benn biskoaz ar wask vrezhonek da ginnig d'he lennerien kement a veze kavet ganto er c'hazetennou gallek.
Ranket o deus Breiziz ober gant kazetennou gallek evit kaout keleier koulz a-bell hag a-dost.

Ar c'hazetennou pemdeziek pennañ a zo e gallek penn da benn:

Ouest-France, Le Télégramme, La liberté du Morbihan
N'eus nemet bruzujennou evit ar brezhoneg pa 'z eus anezhañ
Menegomp:
Ur gudenn a-bouez a chom:
Ne vez lennet mann e brezhoneg gant ar vrezhonegerien a-orin rannyezhel.
Un toull divent a zo etre an dornad miliadou a wir lennerien hag an 200 000 bennak a vrezhonegerien a ziskler bezañ gouest da lenn o yezh.
Ra vezo sellet ganto ouzh abadennou brezhonek Tele Breizh a zeuio.

brezhoneg@gwalarn.org
Pajenn degemer / Home page / Page d'accueil
©Bretagne Internet