Distro d'ar brezhoneg er media

Ar skingomz

Pour ceux qui ne parlent pas le breton,
on vous a préparé un petit résumé sympa
Amañ e vo kavet un nebeut titourou diwar-benn ar skingomz abaoe 1930.


Erru ar post bihan er vro pe ar skingomz o c'hounit tachenn

1930: ar postou TSF kentañ e Breizh. Ne veze skignet nemet abadennou gallek. Ret e oa d'ar vrezhonegerien boazañ d'ar media nevez.
E bro Gembre ez eus bet ur radio hag a skigne e kembraeg: Radio Cymru (BBC)
D'ar 1 a viz Mezheven 1927 e voe skignet an abadenn gentañ eus Breizh e gallek goude ma voe savet ar studio kentañ e Roazhon.

1936: evit astenn tachenn skignañ "Rennes-Bretagne" e voe savet ur skingaser gwagennou etre, e Thourie (kreisteiz Bro-Roazhon). Ne oa ket kreñv a-walc'h evit tizout Breizh-Izel. Neuze ne voe klevet nemet an abadennou skignet eus Pariz.

1939: Klasket gant an Alamaned skingas war-zu Breizh, e galleg hag e brezhoneg, gant nebeut a efed.

1943: skingaser Kimerc'h, distrujet kerkent ha savet gant ar Rezistañs. Adsavet en-dro war-lerc'h ar brezel.

1955: skingaser Brest

Roazon-Breiz

R. Hemon anvet da rener gant gouarnamant Vichy.
Divyezhek ha sizhuniek: (bep gwener da noz) da gentañ
Peurvrezhonekaet ha pemdeziek goude. Unvan ar yezh, uhel an danvez enni.
Ar yezh a-raok pep tra. Spered Gwalarn: kaozeadennoù skolveuriek, yezhoniezh, keltiegezh.
Bezañ bet gopret gant an Alamaned ha toulbac'het e 1944 e-pad ur bloavezh e tivroas R. Hemon da Iwerzhon.

Jakez Krohen ha Gwillou Vihan

1946: Per-Jakez Helias (bet e penn ar gazetenn rezistant Vent d'Ouest)

"Amañ Radio-Kimerc'h, evit ar Vretoned bet desket brezhoneg ganto war barlenn o mamm"

Spered kontrol kaer da hini Gwalarn: evit ar bobl an hini e vez c’hoariet pezh gant Per hélias (Jakez Krohen) hag e gamarad Per Trepos (Gwillou Vihan). Chomet eo bev anvioù an daou gompaer e penn ur c’halz a vrezhonegerien war an oad. Divizoù all etre Tonton Loullig (gizioù gwechall) ha Herveig (gizioù nevez). Ur feson kelaouiñ zo bet gwech ha gwech.

21/12/1946 da 20e e komz PJH evit ar wech kentañ.

E-barzh Ar Falz e voe embannet kelou ar skingasadenn-se gant Armand Keravel: ".... le poste de Quimerc'h transmettra, de 20h à 20h30, le samedi, un ¼h de causerie suivi d'¼h de musique et de chansons bretonnes."

Brest o skignañ

1959 : War goulenn Helias ha Trepos e teuas Charlez ar Gall , sikouret gant e wreg Chanig, da gemer penn an abadennoù brezhoneg.
Abadennoù liesstumm: beilhadegoù, festoù-noz, testenioù bet enrollet war an dachenn.
En tu-hont d’an dud diwar ar maez en deus pedet tud evel Fanch Gourvil, Yeun ar Gow, Jarl Priel ha Maodez Glanndour.

16 a viz Kerzu 1962: digoret eo Radio-Brest e ti Charlez ar Gall!

1964 : Ouzhpenn abadenn vrezhonek ar sul war Radio Brest / Kimerc’h e vez skignet ur c’hronik pemdeziek a bemp munutenn da gentañ ha neuze dek, ugent.
Abadennig 5 mn sportoù bep sadorn e-pad bloaz 1964 gant Fanch Broudig.

1969 : ar c’hentañ gwir abadenn keleier e brezhoneg, ur wech diouzh ar mintin, ur wech diouzh an noz.
Goulenn a ra Charlez ar Gall digant Fanch Broudig kemer e blas: Radio Armorique eo a-benn neuze.

Goude ar " Charte Culturelle "

1977: Kinniget eo gant prezidant Bro C’hall, Valéry Giscard d’Estaing, ar "Charte Culturelle" sinet d’an 2 a viz C’hwevrer 1978: evit ur wech e roe fed ar gouarnamant da Vreizhiz e oa ganto ur sevenadur dezho o-unan.

"deux émissions hebdomadaires de ¾ d’heures prélevés sur le temps de diffusion en langue française seront consacrés à des émissions en langue bretonne. L‘émission hebdomadaire d’une heure couvrant l’ensemble de la région sera maintenue "

setu 5e30 a abadennoù e brezhoneg a chomas heñvel war Radio Armorique betek 1982.

RBO radio ar vro, RBI radio an ti.

D’an 3 a viz Eost 1982 e krogas ur radio nevez eus rouedad Radio-France da skignañ adalek Kemper war 93Mhz: Radio Bretagne-Ouest/ Breiz Izel: RBO/ RBI: Kresket eo un tamm mat an amzer skignañ e brezhoneg, ijinet eo abadennoù divyezhek. Staliet eo e Kemper.

Krennet e voe takad skignañ Radio Arvorig ha rannet Breiz-Uhel etre hennezh ha radio Loire Océan

Ar gael programmoù a voe savet gant René Abjean, kentañ rener RBI ha brezhoneger: 12 eurvezh e brezhoneg bep sizhun ha 21 eurvezh a abadennoù divyezhek = 33 eurvezh bep sizhun. Hiziv an deiz ez eo 14 eurvezh ar sizhun hepken.

Bremañ e c’heller selaou keleier Breizh peder gwech bemdez da 6e15, 7e15, 8e30 ha 18e30. An abadennoù divizou ha sonerezh tro ha tro bet divyezhek a zo bremañ hollvrezhonek met cheñchet eo an eur: e lec'h 13e30 e vez bremañ da 18e30 just araok keleier France-Inter. Goude-se e teu an Abadenn e Brezhoneg a bad eus 19e15 betek 20e30. Abadenn ar sul da noz a bad eus 19e15 betek 22e.

Ar brezhoneg en em gav e-maez gwagennoù ar servij publik etre 8h30 ha 18h30.

D’an 3 a viz Eost 1997 (15 vloaz RBI), 14 eurvez sizhuniek e Brezhoneg.

E Breizh Uhel e vez skignet eurvezh e brezhoneg bep sizhun gant Radio-France Amorique ha netra gant Radio-France Loire Océan.

Ar skingomzoù kevredigezhel

N’eus skingomz kenwerzhel ebet o sevel pe o skingas abadennoù brezhonek.
Chom a ra radioioù bro meret gant ur gevredigezh tost d’an dud a vev en o zakad skingas: 44 anezho e Breizh aotret da skingas war 55 frekañs: da skouer Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened.

Abaoe 15 vloaz e vez skingaset e abadennoù gant Radio Kreiz Breizh: 21e15 a abadennoù brezhoneg bep sizhun, aterset e vez 500 den bep bloaz e brezhoneg, 20% eus budjed RBI.

Gant Radio Bro Gwened e vez skignet 19 eurvezh brezhoneg bep sizhun .

8 skingomz kevredigezhel all a skign bep a 2 da 6 eurvezh abadennoù brezhonek bep sizhun.

Adal an hañv 1998: Daou radio nevez-flamm, Radio Kerne hag Arvorig FM. War o c’haier kargoù o deus gouestlet 80% o amzer skignañ d’ar brezhoneg.

Hep mar ebet ez eo ar radio ar media ma vez plas ar brezhoneg en e vrasañ
daoust ma chom rouez warnañ an abadennoù keleier..
 

Met ur media hag a vez selaouet nebeutoc’h-nebeutañ
(72% eus poblañs ar Frans e 1973, 66% e 1988)

evel ma vez lennet nebeutoc’h nebeutañ a gazetennoù pemdeziek (55% ha 43%).
 

E keit-se e kreske niver an dud a selle ouzh an tele bemdez
(65% e 1973 da 73% e 1988)


brezhoneg@gwalarn.org
Pajenn degemer / Home page / Page d'accueil
©Bretagne Internet