Distro d'ar brezhoneg er media

Ar skinwel

Pour ceux qui ne parlent pas le breton,
on vous a préparé un petit résumé sympa
Amañ e vo kavet un nebeut titourou diwar-benn ar skinwel abaoe 1948.


E skeud ar monopol

E 1949 bloavez ar c’hentañ abadenn keleier skignet war ar skinwel gant Pierre Sabbagh

1948: ar chadenn gentañ a grogas da skingas "Mouezh Bro C’hall".
Pompidou a lavar e 1970 dirak un toullad kazetennerien:

"L’ORTF, qu’on le veuille ou non, c’est la voix de la France ".

Munutenn hanter Charlez ar Gall

1964: eil chadenn savet, adframmet ar skinwel gant digoradur burevioù kelaouiñ er rannvroioù: 15 BRI (bureaux régionaux d’information)

20 munutenn keleier a veze savet bemdez gant pep CAT (Centre d’Actualité Télévisée) ha kentizh ma voe skignet an abadenn gentañ e Breizh e voe goulennet digant Charlez ar Gall displegañ un tammig film e Brezhoneg. Savet e oa Alain Peyrefitte a-enep met Louis Le Cunff, rener an ORTF Roazon a dremenas hep aotre. E giz-se e voe loc’het ur vunutennig hanter e brezhoneg bep gwener noz da glozañ ar c’heleier rannvro (ur vunutennig hanter all a voe skignet war-lec’h, da veurzh). Gant un abadennig vrezhoneg e vije sachet un disterañ war Yann Vrezhoneger evit ma prenje unan nevez! Penaos kompren a-hent-all e vije bet savet hevelep abadenn.

Breiz o veva

D’ar 5 a viz Genver 1971 e voe skignet ar c’hentañ magazin e brezhoneg Breiz o veva anv ijinet gant PJ Helias.

Ur c’hard eur bep pemzektez

Charlez ar Gall e penn ar skipailh, ennañ e wreg,  Helias a oa karg eus ar sevenadur, Fanch Broudig eus an ekonomiezh.
Sujedoù 15 mn diwar-benn un danvez hepken:

  • kentañ pezh c’hoari , an eiz lur warn’ugent (04 /1972) ur gontadenn leurennet gant PJ Helias
  • kentañ debat e brezhoneg (08/1975)
  • kentañ abadenn filmet diavez e bourk Brenniliz (10/1975)
  • kentañ abadennoù graet en estren-vro, Bro-Skos (12/1975)
  • Chadenn ar ranvroioù

    E 1973 e krog an trede chadenn da skingas abadennoù. Kaier kargoù 1973 a gemer ar brezhoneg e kont evit ar wech kentañ peogwir e lenner en e vellad 16:
    "la société FR3 contribue à l’expression des principales langues régionales parlées sur chaque zone de diffusion"
    met ar gefridi-se n’emañ tamm ebet e-touez ar re bennañ evit ar chadenn.

    Eus Charlez ar Gall da Fanch Broudig.

    E 1975 ez a kuit Charlez ar Gall war e leve. Fanch Broudic a zo anvet war e lec’h e penn an holl abadennoù brezhonek.

    E 1977 ar Charte Culturelle a zegas un disterañ kreskadennig war an amzer skingas e Brezhoneg: un abadenn nevez, Triweh ha tri Ugent a vez skignet a bep eil gant Breiz o Veva.

    E miz Genver 1979 e echu Triweh ha tri Ugent ha Breiz o veva a zeu da vezañ un abadenn sizhuniek a 20mn
    E miz Here e kresk amzer skignañ Breiz o veva betek 26 mn
    D’an 8 a viz Kerzu e vo skignet ar c’hentañ teulfilm savet e brezhoneg "An hent-houarn hag ar vicherourien".
    D'an 22 a viz Kerzu "Embann al ludu" diwar oberenn lennegel Jakez Riou.

    An taol lagad pe ar c’helaouiñ e brezhoneg.

    E 1982 e dispartier rann brezhoneg FR3 e daou: servij ar c’heleier (an Taol Lagad) e Brest diouzh un tu ha servij ar sevel programmoù (Chadenn ar Vro) e Roazhon. Dibab a ra Fañch broudig ar c’heleier hag a goll un hanter eus e garg.

    E 1990 e teu an Taol Lagad da vezañ pemdeziek: ur sujed hepken, 4mn30 anezhañ kinniget bemdez

    E 1992 e teu borne audio-visuelle Brest da vezañ France 3 Iroise. Skignet e vez div wech bemdez keleier skeudennoù tout war Breizh Izel:

  • An Taol Lagad, 4mn30 da greisteiz ugent e ser eurvezh keleier 12:13 an dri
  • D’an noz 30" e brezhoneg evit kinnig an amzer, gouel, sant an devezh hag an deiziataer sevenadurel a zigor eurvezh kelaouiñ an 19/20
  • D’ar sadorn e vez skignet Eizteiz e Breiz, un dastumad taolioù lagad eus ar sizhun dremenet met an Taol Lagad ne vez ket skignet e-pad an hañv.

    Red an amzer

    En diskar amzer 1998 e kresk an amzer skignañ e brezhoneg war France 3:        26 mn ouzhpenn

    Skignet e vez :

  • Du-mañ, Du-se d’ar sadorn d’abardaez da 16e30.
  • Red an Amzer da sul vintin (11e45), ur seurt 7/7 ma vo pedet ur brezhoneger ha goulennet digantañ e soñj diwar-benn keleier ar sizhun.
  • Diwar 1000 eurvezh abadennoù savet gant France 3 Ouest n’eus nemet 75 e Brezhoneg.

    Chadenn Eurosport he-deus skignet 64 krogad fobal e brezhoneg war Canal satellite ha TPS e kreiz Kop ar Bed. Evit ar wech kentañ ez eus bet skignet abadennoù brezhonek e-maez ar servij publik ha n’eo ket echu:

    TV Breizh a skigno abadennoù adalek miz Gwengolo 2000.



    brezhoneg@gwalarn.org
    Pajenn degemer / Home page / Page d'accueil
    ©Bretagne Internet