Retour Gwalarn
Retour
TV Breizh
Retour
Ar Brezhoneg er media
le breton dans les médias
Retour
Ar Brezhoneg
la langue bretonne

Article de: Ni Hon Unan

 

Ar brezhoneg war ar skramm bihan

Tremen 20 vloaz so e voe krouet ar cíhentañ skolioù Diwan diwar feiz divrall un toullad emsaverion . Ar pezh a hañvale bezañ ur sorcíhenn evit an darn vuiañ eus ar vreizhiz neuze zo deuet da wir. Hevelep kont e vezo sur awalcíh gant raktres ar pellwel divyezhek lañset gant rener TF1 ha skoazellet gant embregerezhioù a Vreizh (1). Bremañ pa emañ diazezet ar skolioù brezhoneg da vat e oa deuet poent kaout un tele a rafe gant an hevelep yezh er skol ha war an tele. Níez eus ket da dortañ, mar menner mirout hor yezh ez bev er cíhantved da zont e vezo ret da houmañ bezañ er skolioù, er radio,..., ha war ar skramm bihan evel-just. Evit kompren mat pouez ar sellet hag ar cíhlevet evit dazont ar brezhoneg e ranker taoler ur sell a-dreñv deomp hag e teu war-wel anat mat emañ ar brezhoneg é kulañ buan-tre abaoe ma eo degouezhet an tele gall e kement tiegezh zo er vro.
 

bietry.gif (17352 octets) CHARLES BIETRY GANT TV BREIZH ?

Komprenet ez eus bet mat gant ar Vreizhiz bremañ níez eus netra da cíhortoz digant ar servij publik gall evit kas war-raok hor yezh. Dezho eo da sevel an traoù o deus cíhoant kaout. Evit gwir penaos e cíhallfed kaout fiziañs e France 3 a ya bep bloaz díober ar gest digant kuzul Breizh evit skinañ an nebeut abadennoù brezhoneg anavezet mat ganeomp. Mar seller ouzh broioù bihan arall en Europa a-fed ar selled hag ar cíhleved emañ Breizh e-touez ar re zibourvezañ ha níeo ket gant ur wezenn e vez kuzhet ur gouezlecíh evel ma kaver e Breizh. Bevez eo deomp enta kaout un den ken kreñv ha ken galloudek ha Patrig al Lay evit lañsañ ar cíhentañ tele divyezhek. Arabat neuze ober ar begoù figus dirak planigoù P. al Lay evel ma cíhaller merzet e-touez tud zo goude ha mío defe an dud-se, gant gwir abeg, aon rak danvez an abadennoù hag e vefe TV Breizh cíhoer vihan TF1. Skinet e vezo ar chadenn dre satellit hag en doare-se e cíhallo an nep zo tomm e galon ouzh Breizh sellet ouzh TV Breizh ha pa na vefe ket é chom e Breizh .E-touez an dud kontant da goumanantiñ da TV Breizh ez eus bet diskuilet gant ur studidenn ez eus an tri cíhard anezho é chom e diavaez Breizh. Hag ouzhpenn-se ne vezo ket ur raktres ar seurt-se hep degas labour díar vro. Sur eur e vezo krouet un 50 post labour bennak da stagañ ganti ha ne cíhallo den mont a-enep díar raktres zoken mougerion ar brezhoneg. Goubeizh hon eus ivez e vezo lakaet da vleunviñ krouerion a-bep seurt e brezhoneg (saverion filmoù, tresadennoù bev, filmou-kelenn...) hag a labouro evit an tele ; gant ma ne skino ket hemañ re a draoù amerikan. Níeo ket priz ar chadenn a zlefe harzañ an dud da goumanantin dezhi (50 l. ar miz) pa genverier priz ar chadennoù all kaset gant ar satellit.

Goude díar skolioù bezañ degemeret ar brehoneg er gelennadurezh e oa deuet tro an tele díober plas dezhañ war ar skramm bihan gant ar plas zo dleet dezhañ. Hogos gwraet eo. Chañs vat da TV Breizh.

Y.C

(1) Argantet e vezo Tele Breizh evit 40% eus e voujedenn gant Pinault (15%), Roullier (15%) ha Panavi (5%)

A hend-all, e vezo argantet gant bankoù ha vreizh hag etrevroadel ha gant strolladoù bras estren arbeniget er pellwenerez